Yezh: brezhoneg occitan galego català castellano português italiano esperanto english français

Ur skrid na “zirenk” ket a zo ur boelladenn varv, un arnodenn lennegezh porneant, un oberenn didalvez glez.

Koulizh Kedez, Komen Gweennour, 1996.

Degemer Ti-embann Levrioù Aozerien Stalioù Darvoudoù Liammoù
דד

embannadurioù
An Diaoul Dieub

דד

evit

Nevesaat hol lennegezh dre ar c'hrouiñ, an treiñ hag an imbourc'hiñ eo pal An Diaoul Dieub, ti-embann anveliour brezhonek savet e 2007. Ul levr puilh a varzhoniezh, daou levr ret-holl a droidigezh varzhoniezh, ur romant diroll, ul levr danevelloù gouez ha dizoue : sed hor pemp levr kentañ deuet er-maez e 2008 ha 2009. Pemp levr a dalvoudegezh anat d'ar re a briz al lennegezh. Un darvout a-bouez evit hor yezh. Hag al labour-se sevenet hep an disterañ yalc'had pe skoazell arc'hant. Ul levr yezhoniezh druz-mat emeur o prientiñ bremañ. Raktresoù all a zo, betek war dachenn al levrioù evit ar re yaouank.

Savet endro da gKoulizh Kedez – skrivagner lakaet abaoe pell e-touesk pluennoù brasañ ar bed gant ar re a oar eus an danvez, evel Zavier Grall pe Reun ar C'halan –, e pled hor c'hevarzhe gant e droidigezhioù, krouidigezhioù, ha labourioù yezh chomet diembann pe da adembann, pe c'hoazh nevez savet. Digor e van dorioù An Diaoul Dieub da aozerien all avat, ha da raktresoù treiñ oberennoù brezhonek e yezhoù all.

Araokour hag anveliour eo doare An Diaoul Dieub. Ur yezh evit ar bed eo ar brezhoneg gantañ, da vab-den ez a. Dorioù Digor eo a ginnig an daleth doubl, arouez an ti-embann (dor o vezañ ster hebraek ar ger daleth, pergen, ar pezh a verzer e len al lizher).


דד An Diaoul Dieub דד
31 straed Hir, 29 600 Montroulez
pgz: 0(033) 625 301 882 / 0(033) 970 448 556
postel: an.diaoul (e ti) free.fr


Klask el load


Valid XHTML 1.1 Valid CSS!
Load savet gant Diavaez (treiñ, embann, skignañ, kehentiñ).