Yezh: brezhoneg occitan galego català castellano português italiano esperanto english français

Ur skrid na “zirenk” ket a zo ur boelladenn varv, un arnodenn lennegezh porneant, un oberenn didalvez glez.

Koulizh Kedez, Komen Gweennour, 1996.

Degemer Ti-embann Levrioù Aozerien Stalioù Darvoudoù Liammoù
דד

Darvoudoù
An Diaoul Dieub

דד

DARVOUDOÙ DA ZONT e kemero AN DIAOUL DIEUB perzh enno:

2011 : Festoù al levrioù.

DARVOUDOÙ en deus kemeret AN DIAOUL DIEUB perzh enno:

30 a viz Meurzh 2011 : Emgav brezhoneger e ti ar re gozh Rosporden.

11 a viz Mezheven 2010 da 5 eur 30 g.m. : Lennadeg liesyezhek e levrdi Terra Nova e Toulouza.
Testennoù Koulizh Kedez dibunet gantañ e brezhoneg ha troet en okitaneg ha galleg, ha barzhoniezh yidek lennet gant Batia Baum er yezh orin hag en he zroidigezh c'hallek a beb eil gant troidigezh vrezhonek Koulizh Kedez lennet gantañ.

12 ha 13 a viz Mezheven 2010 : Leurgêr ar yezhoù e Toulouza. (Prima de las lengas - Forom des langues.)
Kaborell ha stalig levrioù war leurgêr ar c'hCapitòli, ha lennadennoù brezhoneg-okitaneg-galleg pe yideg-brezhoneg ha gallek.

23 a viz Mae 2010 : stal e Gouel broadel ar Brezhoneg e Kawan (Treger).

29 a viz Du 2009 : Devezh Europa al levrioù istor ha lennegezh yuzev, e kreizenn Edmond J. Safra (5, alez menez Dol) e Roazhon, gant ar gevarzhe A.C.I. Safra. Da heul ur brezegenn gant Yitskhok Niborski, eo bet lennet troc'hadoù barzhoniezh e teir yezh, yideg, brezhoneg ha galleg.

24 ha 25 a viz Here 2008 ha 25 ha 26 a viz Here 2009 : Gouel al levrioù e Breizh e sal Glenmor e Karaez.

21 ha 22 a viz Du 2009 : Gouel al levrioù e Breizh e sal Athanor e Gwenrann.

GWELET war ar GENROUEDAD:

Ul lennadenn gant Koulizh Kedez eus pajennoù kentañ an danevell Bri da Bier-Baolo Pasolini tennet eus Strafuilh ar mor, fiñvskeudennaouet gant Kristian ar Braz eus BlazProd, e fest al levrioù e Karaez, miz Here 2009.

GWELET ER SKINWELL:

Abadenn Red an amzer ar Sul 15 a viz Du 2009, fiñvskeudennet e Gouel al Levrioù e Karaez, a oa gouestlet d'an droidigezh lennegel e brezhoneg. Koulizh Kedez a zo bet o kinnig e labour troer, diwar an hebraeg peurgetket, a-gevret gant Yann Talbot, troour Kafka.


דד An Diaoul Dieub דד
31 straed Hir, 29 600 Montroulez
pgz: 0(033) 625 301 882 / 0(033) 970 448 556
postel: an.diaoul (e ti) free.fr


Klask el load


Valid XHTML 1.1 Valid CSS!
Load savet gant Diavaez (treiñ, embann, skignañ, kehentiñ).