Yezh: brezhoneg occitan galego català castellano português italiano esperanto english français

Ur skrid na “zirenk” ket a zo ur boelladenn varv, un arnodenn lennegezh porneant, un oberenn didalvez glez.

Koulizh Kedez, Komen Gweennour, 1996.

Degemer Ti-embann Levrioù Aozerien Stalioù Darvoudoù Liammoù
דד

Aozerien ha troerien
An Diaoul Dieub

דד

TROERIEN embannet gant AN DIAOUL DIEUB pe o deus kemeret perzh el labour treiñ:

Koulizh Kedez, barzh ha skrivagner, troer barzhoniezh, yezhoniour, steuñvennour, dremmour ha saver deñved.

Andrev Markowicz, troer gallek diwar ar rouseg, en deus skoazellet Koulizh Kedez evit treiñ oberennoù barzhoniezh diwar ar rouseg.

Batia Baum, troerez c'hallek diwar ar yideg, he deus harpet Koulizh Kedez evit treiñ oberennoù diwar ar yidek ha diwar Paol Clean.

Roll AOZERIEN troet en embannadurioù AN DIAOUL DIEUB:

Salaun (Sh°lomo), roue ha barzh henhebraek. Pennganenn ar c'hanennoù (o treiñ Shir ha-shirim) hag Ar Prezeger (o treiñ Koheleth), troet diwar an hebraek gant Koulizh Kedez in Kan ar garantez hag an avel.

David, roue ha barzh henhebraek. Salmoù (o treiñ ar levr biblek anvet sefer tehellim), lakaet eo al levr war anv David, e aozer pennañ. Aozerien all a zo koulskoude ha lod eus ar salmoù a zo dizanv. Sed o aozerien d'ar salmoù diuzet en droidigezh embannet : Psalm 16, 19, 22, 23, 29, 51, 62, 63, 65, 139, 144 gant ar ri David; Psalm 47 gant mibien gKorah; Psalm 79 ha 80 gant Asaf; Psalm 114, 121, 128, 137 dizanv; Psalm 127 gant Salaun. Troet diwar an hebraek gant Koulizh Kedez in Kan ar garantez hag an avel.

Marina Tzvetaeva, barzhez rousek. "Gwez" (kelc'hiad 9 barzhoneg skrivet etre Gwengolo 1922 ha Mae 1923), "'Vit da hent …", "Digenvezder …", "N'eo ket marv …", "O-DAOU" (rann I ha III), lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz, in E-ser awen ar Bed, p. 10-31.

Osip Mandelstam, barzh rousek. "Barzh ar porzh …", "'N hini a zorloñvas …", "Evit klod braouc'hus …", "War hor c'hevazez …", "Te, gouiziegez …", "Na lak ket skoaz-ouzh-skoaz …", "Ned out ket maro c'hoazh …", "Emen em skoachañ …", "A-zoug kamm …" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz, in E-ser awen ar Bed, p. 32-43.

Anna Ac'hmatova, barzhez rousek. "Requiem" (kelc'hiad 13 barzhoneg gant ur bederwerzennad talbenn : "Da raklavar", "Kinnigadenn", 10 barzhoneg niverennet ha "Gourfennlavar"), "Aon, deut teñval …", "Gant bediz …", "Daoust perak kantren …", "Kêr da sevel …", "Dec'h e tavas …", "Douar hon unan", lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 45-67. Requiem, embannet kent e doare ul levr teiryezhek brezhoneg-rouseg-galleg gant Dana hag An Treizher, a zo bremañ diviet.

Aleksander Blok, barzh rousek. "Daouzek" (kelc'hiad 12 barzhoneg), "Ne’m eus ket gwerzhet …", "Sed ur c'hoari …", lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 69-89. Daouzek, a zo bet embannet kent dindan stumm ul levr gant An Treizher.

Velimir C'hlebnikov, barzh rousek. "Amzerennoù …", "Arwarzh ga’r c'hoarzh", "E-barzh an deiz-mañ …", "Brell e lavare al laou …", "Olboued", lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 91-97.

Vladimir Maiakovski, barzh rousek. "Er barr …" lakaet e brezhoneg dindan daou stumm gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 99-100.

Boris Pasternak, barzh rousek."En ur c'hwesha …", "Ar fleüt mell-kein" (raklavar ha teir lodenn — darn hepken eus an trede), "Heineheñvel", "Bec'h", "Ga’z sell" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 102-115.

Maksimilian Volochin, barzh rousek."Spont" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 117.

Iliazd, barzh rousek. "Iave vost avaligant" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Andrev Markowicz in E-ser awen ar Bed, p. 118.

Paol Celan, barzh alamanek. "Gwerz an Ankou (Marofugenn)" (o treiñ "Todesfuge"), "Kenbrezeg er menez" (o treiñ "Gespräch im Gebirg"), "Mouezhioù" (o treiñ "Stimmen", tamm kentañ Sprachgitter [Lavargael]), "Strizhsturiadur" (o treiñ "Engführung"), "Psalm" (o treiñ "Die Niemandrose" [Rozenn Hini]), lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Batia Baum in E-ser awen ar Bed, p.122-144.

Yitsc'hok Niborski, barzh yidek. "Chigodenn" (o treiñ "Samargon"), "Nevedadur" (o treiñ "Heilikung"), lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e kenlabour gant Batia Baum in E-ser awen ar Bed, p. 146-148.

Hans Arp, barzh alamanek. "Marc'h ac'hanon" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez in E-ser awen ar Bed, p. 150.

Hans Andreus, barzh nederlandek. "Gwragez" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez a-drugarez d'un eskemm gant Jan Deloof in E-ser awen ar Bed, p. 151.

Guillevic, barzh gallek. lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez in E-ser awen ar Bed, p. 152.

Reun Char, barzh gallek. "Evadne", "Marta", "Madalen he c'hleuzeurig-noz", "Gwazoniezh", "Ra vevo !", "Emaomp war gouezh", "Gorroidigezh an noz", "Ar voger-greñv vleñchoù", "Ar gwiskad bouliermini", "An noazhenn goll", "Ar gudon", "War an hevelep ahel", "C'hoari mik", "Tec'had enezeg", "Ergerzh er gêriadenn", "Degemeridigezh Orion", "Ibrim", lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez in E-ser awen ar Bed, p. 154-171.

Sohrab Sepehri, barzh farsek. "Anhezlec'h" lakaet e brezhoneg gant Koulizh Kedez in E-ser awen ar Bed, p. 172.

Ausiàs March, barzh valensianek ar XVvet kantvet. Barzhoneg "Mar soul gant Doue …" (o treiñ "Quant plau a Dèu que la fusta peresqua") in Uzien Announ, p. 65.

Dizanv aramek, div ganenn eus koanlid Pesah troet gant Koulizh Kedez diwar an aramek. "Ur mennig" (o treiñ "C'had gadia") ha "Unan, piv a anavez ?" (o treiñ "'Ec'had mi yode'a") in Kan ar garantez hag an avel, p. 126-134.

Dizanv yidek, kanaouenn yidek. "Va bodig bezo kaezh" (o treiñ "Beriozkele", ur ganaouenn a grog gant "Ruyk, ruyk …") in Uzien Announ, p. 69.


דד An Diaoul Dieub דד
31 straed Hir, 29 600 Montroulez
pgz: 0(033) 625 301 882 / 0(033) 970 448 556
postel: an.diaoul (e ti) free.fr


Klask el load


Valid XHTML 1.1 Valid CSS!
Load savet gant Diavaez (treiñ, embann, skignañ, kehentiñ).